dcsimg

Merien ( Breton )

provided by wikipedia BR
 src=
Merien.

Merien a zo amprevaned bihan eus kerentiad ar Formicidae hag a vev a-veuriadoù, hag a vez graet krugelladoù-merien anezho. Rummet eo ar merien en urzhiad an himenoptered gant ar gwesped hag al laou-koad.

Ar c'hentañ merienenn a veve dija 100 million a vloavezhioù. Eveldomp e vevomp a-stroll met kalz niverusoc'h int: milionoù a viliardoù e vefent dasparzhet e-barzh war-dro 12 000 spesad hag ar memes mas o defe hag hini an denelezh a-bezh. En un doare hiniennel e c'hellont dougen pouezhioù betek 60 gwech pounneroc'h evit o mas a zo lec'hiet etre 1 ha 150mg. Daoust d'o 100 000 neuron hepken o deus krouet kevredigezhioù luzhiet kenañ ha da drec'hiñ enebourien 10 gwech brasoc'h a-drugarez d'ar pezh a vez anvet ar spered a-stroll.

Deskrivañ

Ar merien kentañ a vefe o tont eus fin ar c'hretase, sur a-walc'h diwar diorroadur gwesped eus ar jurasik. En un doare morfologel ez int disheñvel diouzh an amprevaned all abalamour d'o "restell". Ar pep brasañ anezho n'o deus ket a eskell, met ar gouennerien o deus.

Ur penn o deus, ur brusk pe thorax e-kreiz hag un tor e-barzh pehini ar sac'h-boued. Brasoc'h eo hini ar rouanez peogwir ez eus e-barzh ur stok vielloù hag ur stok sperloeniganed pe spermatek. Ma vez frouezhusaet ar vi e vo krouet ur par a-hen-all e vo ul labourerez. evit lod eus ar spesadoù merien e c'hell ul labourerez dont da vezañ ur soudardez m'eo maget mat. Lod a zo merc'hed an interamant, lod a zo dideilerezd, lod soudardezed pe magerezed. En em annavezout a reont dre ar c'hwezh, ar feromonoù a resevont gant o zastornelloù. Ma kav ur veriennen kalz boued e vern ul lodenn eus ar boued-se en he sac'h-boued hag e roio d'ur gamaladez ar boued-se beg ouzh beg dre ar pezh a vez anvet trofallaksiezh.

Perzh

Pouezus eo ar merien evit an ekosistem rak gwalc'hiñ a reont an natur hag ar c'hêrioù o tebriñ korfoù marv, strewiñ a reont greun ha brenn fleur evit lod, reiñ a reont aer d'an douar kement hag ar buzhug ha gwareziñ a reont plantoù hag amprevaned all. Lod anezho a brodu zoken un deveradenn (dourenn) enep-mikrobel a implij an apotikerezh.

Preizerien

An tog-tousog c'hwibez, ophiocordyceps uniteralis a zeu a-benn da gemer kontroll empenn ar merien e vit oc'has betek ul lec'h mat da ziorren an tog-tousog-se. Mervel a ra neuze ar verienenn hag e teu war-wel an tog tousog dre benn ha dre gorfar verienenn.

Liammoù diavaez

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger merien er
wikeriadur, ar geriadur frank.
license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR

Merien: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR
 src= Merien.