ar c'haki (japaneg kaki, diwar kakinoha) eo frouezh ar wezenn-gaki. Ar wezenn-se a zo dezhi etre 5 ha 10 m uhelder, delioù ledan ha hirgelc'hiek hag a zeu da vezañ ruz d'an diskar-amzer. Ar bleuñvioù a c'hall bezañ gwenn, melen pe glas-gwer. An daou seurt kaki brudetañ a zo anvet hachiya ha fuyu. Frouezh broadel Japan int. A-orin eus reter Sina eo ar c'haki, ha gounezet e vezont ivez e Viet Nam, Korea, Liban, Israel, Italia, Stadoù-Unanet, su Frañs hag en Aljeria (en Ain Draham) hag e Maroko (Ain Sobah). Soñjal a reer peurliesañ e teu eus ur frouezhenn all (Diospyros roxburghii), hag a greske ez-naturel e biz India hag en Indez-Sina. Ouzhpenn 2 800 seurtad a zo.[1] E broioù' zo evel e Taiwan, e vez soubet er raz.
Kement ha tomatez e vez ar c'haki, hag a-liv gant an orañjez. Pa vez azv e teu ar plusk da vezañ treuzwelus. Unan eus ar ouenn frouezh ar muiañ a brovitamin A enni eo ivez. E kement frouezhenn a zo e c'haller kavout betek eizh hadenn, ha stag e chom ar c'haki ouzh ar wezenn, memes pa gouezh an delioù. Debret e vez ar c'haki pa vezont azv da vat, ha tost fouest zoken (un tamm evel ar mesper, ha tennañ a ra e vlaz da hini ar mesper ivez).
Kaki o sec'hiñ e mod hengounel Bro-Gorea
Kaki o sec'hiñ en un ti-feurm e Bro Japan
Gouel ar c'haki e Strunjan e Bro Slovenia
a vo kavet e Wikimedia Commons.
ar c'haki (japaneg kaki, diwar kakinoha) eo frouezh ar wezenn-gaki. Ar wezenn-se a zo dezhi etre 5 ha 10 m uhelder, delioù ledan ha hirgelc'hiek hag a zeu da vezañ ruz d'an diskar-amzer. Ar bleuñvioù a c'hall bezañ gwenn, melen pe glas-gwer. An daou seurt kaki brudetañ a zo anvet hachiya ha fuyu. Frouezh broadel Japan int. A-orin eus reter Sina eo ar c'haki, ha gounezet e vezont ivez e Viet Nam, Korea, Liban, Israel, Italia, Stadoù-Unanet, su Frañs hag en Aljeria (en Ain Draham) hag e Maroko (Ain Sobah). Soñjal a reer peurliesañ e teu eus ur frouezhenn all (Diospyros roxburghii), hag a greske ez-naturel e biz India hag en Indez-Sina. Ouzhpenn 2 800 seurtad a zo. E broioù' zo evel e Taiwan, e vez soubet er raz.