Ar brezhell (Scomber scombrus), pe brezhel[1], zo ur pesk boutin war aodoù Breizh hag e lec'h all en hanternoz ar Meurvor Atlantel hag er Mor Kreizdouar. Mat e vez kavet e vlaz, ha pesketaet kenañ e vez e pep lec'h.
brizhilli[2], pe brizhili, a vez lavaret el liester, brilli e Douarnenez. Brizhillia a vez lavaret eus pesketa brizhilli. Dont a rafe an anv eus ar brizhilli, pe brizhelloù, war e groc'hen.
Dont a rafe ivez e anv gallek (maquereau) eus ar ger latin macula a dalv kement ... ha brizhell.
Stumm ur werzhid (pe ur fuzeenn) zo dezhañ, glas e gein gant brizhelloù du, ha gwenn e gof.
BrizhilliAr brezhell (Scomber scombrus), pe brezhel, zo ur pesk boutin war aodoù Breizh hag e lec'h all en hanternoz ar Meurvor Atlantel hag er Mor Kreizdouar. Mat e vez kavet e vlaz, ha pesketaet kenañ e vez e pep lec'h.