An evned (pe laboused) zo loened mellkeinek pluek hag askellek. Pevar ezel zo dezho, ha daou anezho, anvet an divaskell, a dalv d'an darn vrasañ anezho da nijal. War-dro 25 urzhiad evned zo.
Kanañ pe richanañ a ra an evned peurvuiañ. Darn a ragach pe a c'hragailh (piged).
Evnoniezh a vez graet eus studi an evned. Evneta zo kement ha chaseal evned, hag an evnetaerezh a zo gwelet evel un arz gant tud zo.
N'emañ ket a-du an holl evnoniourien gant an doare da rummata an evned. Amañ-dindan ez eus lakaet un doare da rummata anezho. E-kichen pep urzhiad, etre krommelloù, ez eus lakaet ur skouer pe ziv.