dcsimg

Sivet-palmez boutin ( Breton )

provided by wikipedia BR

Ar sivet-palmez boutin (Paradoxurus hermaphroditus) a zo ur bronneg hag a vev er c'hoadegi trovanel en India ha gevred Azia.

Emzalc'h

Oberiant eo diouzh an noz ha mont a ra da guzhat er gwez a-raok tarzh-an-deiz.

En em vagañ a ra diwar frouezh dreist-holl, hag diwar stlejviled, vioù hag amprevaned ivez.

Gallout a ra debriñ frouezh ar c'hafe. An had, tremenet dre benvegad koazhañ ar sivet-palmez, a vez dastumet gant an den hag implijet en un evaj priziet.

Orin an anv skiantel

Dont a ra anv ar spesad, hermaphroditus, eus gwagrennoù-c'hwezh a denn d'un divgell lec'hiet dindan lost ar par koulz ha dindan hini ar barez.

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR

Sivet-palmez boutin: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR

Ar sivet-palmez boutin (Paradoxurus hermaphroditus) a zo ur bronneg hag a vev er c'hoadegi trovanel en India ha gevred Azia.

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR