Azen eo an anv a vez graet eus ul loen pevarzroadek ha bronnek kar d'ar c'hezeg. Azenez a vez graet eus ar barez.
Doñvaet eo bet an ezen gant Henegiptiz, met gouennoù ezen gouez zo en Afrika hag en Azia.
Diwar-benn an ezen e c'haller lavarout:
Gouennoù zo a zo du o blevenn (azen Berry), pe gell (azen Poatev), pe gwenn (azen Egipt). War ar re louet e weler ur groaz du, anvet « kroaz Sant Andrev ».
Livioù etre louet ha gell zo d'ar gouennoù gouez, gell-ruz zoken a-wechoù (kiang Tibet).
Dre o neuzioù disheñvel (penn, blev, gouzoug, pavioù) e reer ar c'hemm etre ar gouennoù:
Diwar an ezen doñv ez eus deuet gouennoù gouez en Aostralia hag en Amerika .
Ur spesad albinos a zo ivez en enez Asinara er-maez da gornôg Sardinia.
Seizh gouenn zo anavezet gant Ministrerezh al Labour-Douar gall hag ar Marchosioù Broadel gall.
Etre 12 ha 13 miz e vez an azenez o tougen, ouzhpennik a-wechoù. Un tamm muioc'h evit ar gazeg eta (etre 10 ha 12 miz).
Pell amzer e voe implijet an ezen doñvaet evel ar c'hezeg, rak nebeutoc'h e kouste o magañ, hag e broioù zo e vez graet «kezeg ar re baour» anezho. Ouzhpenn-se e c'hall an azen krapat gant diribinoù, se zo kaoz e veze implijet er menezioù ha war zouaroù meinek.
Al laezh azen (azenezed, kentoc'h) a zo damheñvel e berzhioù ouzh hini ar maouezed.
E Provañs e vez graet silzig sec'h gant kig azen.
Lakaet eo bet an azen da sot dre ma n'eo ket ul loen ken sentus hag ar marc'h. Kavout a ra d'e zifennerien eo dousoc'h ha speredkoc'h avat, hag e fell dezhañ kompren a-raok sentiñ. War evezh e vez atav, ha setu perak eo diogeloc'h e gerzhed er menezioù.
August Macke - Marc'heger war un azen (1914)
Isaac Israels - Ezeltje rijden op het strand - 1898-1900.
Golo gant un tigr war-lerc'h un azen, Xvet-XIIvet kantved, Nishapur.
Kib gant un azen. Pri-poazh,, Iran, XIIvet-XIIIvet kantved.
Eva Gonzalès, Pourmenadenn war un azen - 1880
Azen o seniñ al lourenn. Izelvos, XIvet-XIIvet, Sant'Ambrogio, Milano
Gwaz war un azen, gant Niko Pirosmani, war-dro 1900.
a vo kavet e Wikimedia Commons.
Azen eo an anv a vez graet eus ul loen pevarzroadek ha bronnek kar d'ar c'hezeg. Azenez a vez graet eus ar barez.
Doñvaet eo bet an ezen gant Henegiptiz, met gouennoù ezen gouez zo en Afrika hag en Azia.