Mart Japan (Martes melampus) a zo ur bronneg bihan eus kerentiad ar mustelideged ha kar d'ar sebelinez.
Muzuliañ a ra 50 cm gant ul lost 20 cm. Etre 1 ha 1,5 kg eo e bouez. Brasoc'h eo ar pared eget ar parezed. E vlevenn a gemm eus gell-du da velen. Un tarch sklaer zo war e c'houzoug.
Cheñch a ra ment e diriad diouzh kementad ar boued a c'hell kavout ennañ. Un hollzebrer eo. En em vagañ a ra diwar pesked, raned, evned ha bronneged bihan dreist-holl, met gallout a ra debriñ amprevaned ha frouezh ivez.
Bez' ez eus tri isspesad:

M. m. melampus, kavet e Japan; M. m. tsuensis kavet e Tsushima, ma'z eo gwarezet gant al lezenn; M. m. coreensis kavet e Korea.