dcsimg
Image of <i>Agaricus silvicola</i>

Fungus

Fungi

Fungi ( Breton )

provided by wikipedia BR

A-raok ma vefe gouest mab-den da zielfennañ an TDN e veze renket ar foue gant ar plant, evit meur a abeg : chom a reont el lec'h ma vevont, en douar e kreskont peurliesañ, hag e frouezhont.
Hiziv e ouzer e tiforc'has ar foue diouzh ar plant hag al loened en Neoproterozoeg, da lavarout eo war-dro ur milmilion a vloavezhioù zo. Lod eus o doareoù zo kar da re organegi all ha lod all zo dibar dezho, ar pezh o disrann diouzh ar riezadoù all.
Setu amañ un nebeud eus ar perzhioù-se.

Doareoù boutin
  • Gant eukarioted all : speurennek eo o c'helligoù ; kromozomoù o deus ; TDN o deus.
  • Gant al loened : n'o deus kloroplast ebet ; heterotrofek int.
  • Gant ar plant: speurennek eo o c'helligoù ; vakuolennoù o deus ; gouennañ a reont koulz en un doare revel hag anrevel ; spor a genderc'hont ; haploidel eo o nukleusoù.
  • Gant lod bakteri : bevenaoz, e lod foue (em em voueta a reont dre dreuzfurmiñ organegoù all).
  • Gant lod plant ha loened : bevdreluc'hañ (tremen 70 spesad foue a daol gouloù en deñvalijenn).
Doareoù dibar
  • Lod spesadoù a gresk e stumm goell hag a ouenn dre vroñsañ pe emrannañ ; lod all zo unkellgig met a c'hall kemer ur framm neudennek mar kemm o endro.
  • Glukan ha kitin a ya d'ober speurennoù keligoù ar foue, pa n'eus nemet glukan er plant ha kitin e lod loened ; n'eus kelluloz ebet er foue.
 src=
"Gwirioù" foue
  • Ne c'hall ket ar foue treuzkas dour ha bouedennoù betek pell ; lod anezho neuze a gas un doare gwizioù evit bastañ d'o ezhommoù.

Annezva

Er bed a-bezh ez eus foue, betek en dezerzhioù, strad ar morioù, al lec'hioù sall-meurbet hag ar re a zo skinataet. Lod o deus dreistbevet er skinoù uslimestra hag er skinoù kosmek. [4]
War an douar e vev ar pep muiañ eus ar foue, hogen lod a vev en douar hag en dour, pe en dour hepken.

Skeudennaoueg

Setu amañ un nebeudig spesadoù foue, renket dre c'henadoù.

  • Bukit war ur skeudenn dawelout he alc'hwez.

Notennoù

  1. Anv-stroll ; foueenn eo an unanderenn.
  2. Ar foueoniezh eo ar skourr eus ar vevoniezh hag a bed gant ar foue.
  3. (en) Joseph Heitman & all : The Fungal Kingdom, ASM Press, 2017 (ISBN 978-1-55581-957-6)
  4. (en) National Center for Biotechnology in Information
license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR

Fungi: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR

A-raok ma vefe gouest mab-den da zielfennañ an TDN e veze renket ar foue gant ar plant, evit meur a abeg : chom a reont el lec'h ma vevont, en douar e kreskont peurliesañ, hag e frouezhont.
Hiziv e ouzer e tiforc'has ar foue diouzh ar plant hag al loened en Neoproterozoeg, da lavarout eo war-dro ur milmilion a vloavezhioù zo. Lod eus o doareoù zo kar da re organegi all ha lod all zo dibar dezho, ar pezh o disrann diouzh ar riezadoù all.
Setu amañ un nebeud eus ar perzhioù-se.

Doareoù boutin Gant eukarioted all : speurennek eo o c'helligoù ; kromozomoù o deus ; TDN o deus. Gant al loened : n'o deus kloroplast ebet ; heterotrofek int. Gant ar plant: speurennek eo o c'helligoù ; vakuolennoù o deus ; gouennañ a reont koulz en un doare revel hag anrevel ; spor a genderc'hont ; haploidel eo o nukleusoù. Gant lod bakteri : bevenaoz, e lod foue (em em voueta a reont dre dreuzfurmiñ organegoù all). Gant lod plant ha loened : bevdreluc'hañ (tremen 70 spesad foue a daol gouloù en deñvalijenn). Doareoù dibar Lod spesadoù a gresk e stumm goell hag a ouenn dre vroñsañ pe emrannañ ; lod all zo unkellgig met a c'hall kemer ur framm neudennek mar kemm o endro. Glukan ha kitin a ya d'ober speurennoù keligoù ar foue, pa n'eus nemet glukan er plant ha kitin e lod loened ; n'eus kelluloz ebet er foue.  src= "Gwirioù" foue Ne c'hall ket ar foue treuzkas dour ha bouedennoù betek pell ; lod anezho neuze a gas un doare gwizioù evit bastañ d'o ezhommoù.
license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR