Ar bleiz ruz (Canis lupus rufus, gwechall Canis rufus) eo ar spesad bleizi ralañ.
E gavout a raed gwechall e gevred Stadoù-Unanet Amerika. Astennadur al labourerezh-douar hag an hemolc'h o deus lakaet e boblañs da zigreskiñ ha war-dro 300 hinienn hepken a chomfe (an div drederenn anezho a zo savet hag un drederenn bet adlakaet en natur ma ouennont en-dro).
Krediñ a reer e veve eus Pennsylvania betek Florida ha Teksas. Posupl eo avat ec'h astenne e diriad betek harzoù Kanada. E-pad pell ne voe gwelet diforc'h genetikel ebet etrezañ hag ar bleiz gris pe ar c'hoiot [ 1 ] ha ganto e c'hell gouennañ. Gallout a reer krediñ e vo beuzet ganto pa gresko adarre e boblañs.[ 2 ]
E 1987 e tilezjod 100 anezho en Alligator River National Wildlife Refuge en un enezenn war aod North Carolina. Un eil poblañs a voe dilezet en Horn Island war aod Mississippi met e ziblasañ e voe ret ober peogwir e c'helle kejañ gant an dud.
Adlakaet eo bet e natur, ha kement-se gant berzh, un 70 hini gouez sur a zo, ha moarvat ouzhpenn (2010).
Bez' e oa tri isspesad met daou anezho a zo aet da get en natur.
Ar bleiz ruz (Canis lupus rufus, gwechall Canis rufus) eo ar spesad bleizi ralañ.
E gavout a raed gwechall e gevred Stadoù-Unanet Amerika. Astennadur al labourerezh-douar hag an hemolc'h o deus lakaet e boblañs da zigreskiñ ha war-dro 300 hinienn hepken a chomfe (an div drederenn anezho a zo savet hag un drederenn bet adlakaet en natur ma ouennont en-dro).
Krediñ a reer e veve eus Pennsylvania betek Florida ha Teksas. Posupl eo avat ec'h astenne e diriad betek harzoù Kanada. E-pad pell ne voe gwelet diforc'h genetikel ebet etrezañ hag ar bleiz gris pe ar c'hoiot ha ganto e c'hell gouennañ. Gallout a reer krediñ e vo beuzet ganto pa gresko adarre e boblañs.