dcsimg

Dryocopus javensis ( 布列塔尼語 )

由wikipedia BR提供

Dryocopus javentis[1] a zo ur spesad evned eus ar c'herentiad Picidae.

Anvet e voe Picus Javensis (kentanv) da gentañ-penn (e 1821) gant an naturour stadunanat Thomas Horsfield (1773-1859).

Doareoù pennañ

 src=
Dryocopus javensis,
tresadenn gant Keulemans (1884).


Boued

Bevañ a ra diwar amprevaned dreist-holl ha frouezh gwech ha gwech all.

Annez hag isspesadoù

Ar spesad a gaver ar pevarzek isspesad[2] anezhañ en Azia, en un takad hag a ya eus India, dre Sina ha Korea, da Filipinez hag Indonezia :

  • (†) Dryocopus javensis cebuensis, e Cebu (kreiz Filipinez) (aet da get),
  • D. j. confusus, e kreiz ha kreisteiz Luzon (hanternoz Filipinez),
  • D. j. esthloterus, e hanternoz Luzon (hanternoz Filipinez),
  • D. j. feddeni, e Myanmar, Thailand ha kreisteiz Indez-Sina,
  • D. j. forresti, e hanternoz Myanmar ha mervent Sina,
  • D. j. hargitti, e Palawan (kornôg Filipinez),
  • D. j. hodgsonii, en India,
  • D. j. javensis, e kreiz ha kreisteiz Malezia, enezennoù Sunda brasañ hag inizi tost,
  • D. j. mindorensis, e Mindoro (kornôg-kreiz Filipinez),
  • D. j. multilunatus, en inizi Basilan, Dinagat, Mindanao (kreisteiz Filipinez),
  • D. j. parvus, e Simeulue (er-maez da walarn Sumatera),
  • D. j. pectoralis, en inizi Bohol, Leyte, Samar (reter-kreiz Filipinez),
  • D. j. philippinensis, en inizi Guimaras, Masbate, Negros, Panay (kornôg-kreiz Filipinez),
  • D. j. richardsi, e Korea,
  • D. j. suluensis, en enezeg Sulu (mervent Filipinez).

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

  1. N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
  2. (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Dryocopus javensis.
許可
cc-by-sa-3.0
版權
Wikipedia authors and editors
原始內容
參訪來源
合作夥伴網站
wikipedia BR

Dryocopus javensis: Brief Summary ( 布列塔尼語 )

由wikipedia BR提供

Dryocopus javentis a zo ur spesad evned eus ar c'herentiad Picidae.

Anvet e voe Picus Javensis (kentanv) da gentañ-penn (e 1821) gant an naturour stadunanat Thomas Horsfield (1773-1859).

許可
cc-by-sa-3.0
版權
Wikipedia authors and editors
原始內容
參訪來源
合作夥伴網站
wikipedia BR