dcsimg
<i>Martes pennanti</i>的圖片
未解決名稱

Martes pennanti

Mart pesketaer ( 布列塔尼語 )

由wikipedia BR提供

Ar mart pesketaer (Martes pennanti) a zo ur bronneg hag a vev en Amerika an Norzh. Daoust d'e anv ne zebr ket nemeur a besked. E-barzh ar gwez e vev dreist-holl. Krediñ a reer e teu e anv saoznek (Fisher) eus ar galleg fichet (kreoñ ar pudask). E rannvroioù 'zo e vez graet pekan anezhañ, e anv en abenakieg.

Annez

Ar mart pesketaer a vev en Amerika an Norzh, eus Sierra Nevada e Kalifornia betek an Apalachoù ha Bro-Saoz Nevez. Bevañ a ra ivez e su Alaska hag en darn vrasañ eus Kanada. Un nebeud a gaver er Menezioù Roc'hellek lec'h ma oant bet adlakaet.

Doareoù pennañ

Muzuliañ a ra ar marted pesketaer etre 65 ha 125 cm ha pouezañ a reont etre 2 ha 7 kg. Brasoc'h ha pounneroc'h eget ar parezed eo ar pared. Gell-du eo o blevenn ha du o lost hag o favioù. Un nebeud hiniennoù zo un tarch sklaeroc'h war o bruched. Pevar biz-troad o deus, gant skilfoù damguzh, ar pezh a ro tro dezho da ziskenn eus ar gwez gant o fenn en a-raok. Ur guchenn vlev war o favioù a-dreñv a zo liammet ouzh ar gwagrennoù-c'hwezh. Produiñ a reont un danvez c'hwezhus implijet e-pad an amzer-barañ.

Brudet eo ar mart pesketaer evit e gri heñvel ouzh galv ur bugel.

Emzalc'h

Ur c'higdebrer eo ar mart pesketaer. Hemolc'hiñ a ra anevaled bihan evel logod, hoc'hed-dreinek, gwiñvered, minoc'hed, ha gallout a ra debriñ kirvi (gagnoù moarvat). Koulz ar parañ a bad eus miz C'hwevrer betek miz Ebrel met ampellaet eo stagadenn ar vi er mammog ha ne vez ganet ar c'helin nemet ur bloaz goude.

Gwarez

War zigresk e oa aet ar poblañsoù marted pesketaer abalamour d'an hemolc'h ha da zistruj o annez. Diaes eo lakaat anezho da ouennañ er gwarezvaoù.

E lec'hioù 'zo e biz Amerika, ma'z a ar c'hoadegoù war gresk adarre, ec'h a doare bezañ ar marted pesketaer da zichekoc'h. E-barzh ar c'harterioù-annez ez eont hag er podoù-lastez. Chaseal a reont ivez anevaled-ti evel ar c'hizhier.

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

許可
cc-by-sa-3.0
版權
Wikipedia authors and editors
原始內容
參訪來源
合作夥伴網站
wikipedia BR

Mart pesketaer: Brief Summary ( 布列塔尼語 )

由wikipedia BR提供

Ar mart pesketaer (Martes pennanti) a zo ur bronneg hag a vev en Amerika an Norzh. Daoust d'e anv ne zebr ket nemeur a besked. E-barzh ar gwez e vev dreist-holl. Krediñ a reer e teu e anv saoznek (Fisher) eus ar galleg fichet (kreoñ ar pudask). E rannvroioù 'zo e vez graet pekan anezhañ, e anv en abenakieg.

許可
cc-by-sa-3.0
版權
Wikipedia authors and editors
原始內容
參訪來源
合作夥伴網站
wikipedia BR