Austrasiatica sakuraii a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Austrasiatica e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a vev er mor China e-kichen ar Filipinez en dour don an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Habe e 1970 dindan an anv genad Schilderia[2]. An anv sakuraii a zo bet roet en enor da Dr. Kin'ichi Sakurai, dastumer ha kreginoner a vro Japan.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Austrasiatica sakuraii o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:[3]
Kregin brav ha ral eo an Austrasiatica sakuraii. Kavet e vezont er mor don etre 80 m ha 250 m donder tapet gant dragourioù ha nebeut splujerien.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 42 mm ha 50 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 34 mm gour pe ramz, betek 60 mm.
Austrasiatica deforgesi, Austrasiatica alexhuberti, Austrasiatica langfordi, Austrasiatica alexhuberti spesadoù all ar genad. Erronea hungerfordi, Schilderia achatidea spesadoù gant tresadennoù tost.
Lec'h bevañ ar spesad a zo er mor China hag er Filipinez.
Austrasiatica sakuraii a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Austrasiatica e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS. Ur spesad kregin ral a vev er mor China e-kichen ar Filipinez en dour don an hini eo.
Austrasiatica sakurai is a species of sea snail, a cowry, a marine gastropod mollusc in the family Cypraeidae, the cowries.
Austrasiatica sakuraii is een slakkensoort uit de familie van de Cypraeidae.[1] De wetenschappelijke naam van de soort is voor het eerst geldig gepubliceerd in 1970 door Habe.
Bronnen, noten en/of referenties