dcsimg

Ekidne pigos hir ( Breton )

fornì da wikipedia BR
lang="br" dir="ltr">

An ekidne pigos hir (Zaglossus bruijni) a zo ur bronneg eus an urzhiad Monotremata, brosezat e Ginea Nevez, hag a vev dreist-holl e koadeier menezioù an enez.

Doareoù pennañ

Evel an holl loened en urzhiad Monotremata ez eus un toull-skarzh hepken d'an ekidne pigos hir evit e forzhioù genel, e venvegad troazhañ hag e venvegad koazhañ. Berr eo e lost hag e gorf a zo etre 45 ha 80 cm. Gell pe du eo e vlevenn ha drein zo war e gein. Heverk eo e voj : tuellenn-heñvel ha pleget war-zu an traoñ. Dizant eo an ekidne met kreskennoù heñvel ouzh dent zo war e deod bras. Skilfoù zo ouzh e bavioù, ar re a-raok a servij da duriañ an douar evit diskoachañ boued.

Disheñvelaet e vez ar par diouzh ar barez gant ar seurt broud, pe kentr, a zo war pavioù a-dreñv ar par.

Boued

Buzhug a ya d'ober al lodenn vrasañ eus e voued. Merien-gwenn ha larvennoù a zebr ivez.

Traoù all

En arvar emañ an ekidne pigos hir da vont da get, dreist-holl abalamour ma vez chaseet gant annezidi Ginea Nevez ha ma vez distrujet e endro.

licensa
cc-by-sa-3.0
drit d'autor
Skrivagnerien ha kempennerien Wikipedia |
original
visité la sorgiss
sit compagn
wikipedia BR

Ekidne pigos hir: Brief Summary ( Breton )

fornì da wikipedia BR
lang="br" dir="ltr">

An ekidne pigos hir (Zaglossus bruijni) a zo ur bronneg eus an urzhiad Monotremata, brosezat e Ginea Nevez, hag a vev dreist-holl e koadeier menezioù an enez.

licensa
cc-by-sa-3.0
drit d'autor
Skrivagnerien ha kempennerien Wikipedia |
original
visité la sorgiss
sit compagn
wikipedia BR