Gastropoda, ar gasteropoded pe ar c'hoftroadeged [2] a zo ur gevrennad eus skourrad ar Mollusca e-touesk eizh kevrennad hervez Word Register of Marines species WORMS[3] oc'h heuliañ ar rummatadur klasel. Kevrennad lodenn vrasañ ar pezh a zo anvet kregin pe c'hoazh melc'hwed gant an dud.
Ar gevrennad Gastropoda a zo bet diskrivet gant Cuvier e 1795. [4]. Dont a ra an anv eus ar gerioù gresian kozh γαστήρ (gastér, gastr-) a dalv stomok) ha πούς (poús, pod-) a dalv troad. Neuze Gasteropoded a dalv stomok-troad.
Meur a iskevrennad a zo bet renket er gevrennad-mañ :
A bep seurt Hoc'higed-mor, skouerioù Caenogastropoda
Nerita scabricosta skouer ur Neritimorpha
Patella vulgata skouer ur Patellogastropoda
A bep seurt Nudibranchia, melc'hwed-mor skouerioù Heterobranchia
Arion hortensis melc'hwedenn al liorzhoù, skouer un Heterobranchia
Gastropoda, ar gasteropoded pe ar c'hoftroadeged a zo ur gevrennad eus skourrad ar Mollusca e-touesk eizh kevrennad hervez Word Register of Marines species WORMS oc'h heuliañ ar rummatadur klasel. Kevrennad lodenn vrasañ ar pezh a zo anvet kregin pe c'hoazh melc'hwed gant an dud.