Pseudozonaria nigropunctata a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Pseudozonaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev e meurvor Habask ar reter etre an aod ha nebeut metroù donder etre Inizi Galápagos hag Ecuador.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1828 dindan an anv genad Cypraea [2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Pseudozonaria nigropunctata o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin brav ha ral a-walc'h eo an Pseudozonaria nigropunctata. Kavet e vezont etre an aod ha nebeut metroù donder dindan reier e-touesk bezhin en dour fankek.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 22 mm ha 32 mm hirder, met gallout a reer kavout hiniennoù korrik betek 17 mm gour pe ramz, betek 42 mm.
Pseudozonaria robertsi, Pseudozonaria arabicula, Pseudozonaria annettae spesadoù all ar genad, Neobernaya spadicea spesad tost e lec'h bevañ ha damhenvel e stumme hag e vegoù.
Lec'h bevañ ar spesad a zo e Meurvor Habask ar reter war aodoù Su-Amerika etre Ecuador hag Inizi Galápagos.
Pseudozonaria nigropunctata a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Pseudozonaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev e meurvor Habask ar reter etre an aod ha nebeut metroù donder etre Inizi Galápagos hag Ecuador.