Ar c'hwiled-dour, pe ditiked, eo an amprevaned a ya d'ober ar c'herentiad Dytiscidae.
Bevañ a reont er stankoù pe er poulloù, blev hir war o favioù a-dreñv, spegoù war o favioù a-raok (2 vras ha war-dro 150 bihan) evit ar pared.
E penn kentañ an nevez amzer e vez dozvet an ûioù e gwiad blot ar plant-dour. Preizhataerien eo al larvennoù : sunañ a reont diabarzh loened dour bihan.
Ar muzadur diwezhañ a vez graet war an douar.
Diouzh an noz e vez chaseet gant an imagoed a debr mellkeineged bihan (penndologed ha pesked bihan klañv), amprevaned all pe korfoù marv. Ar preizhoù skañv a-walc'h a debront war-c'horre an dour. Ar restachoù n'hallont ket koazhañ a vez eztaolet gant o genou pe lakaet en ur voul e penn o c'hof evit skarzhañ anezhe e pep lec'h pa vezont direnket.
Analat a reont oksigen an aer a verniont dindan o feureskell.