Ipsa childreni a zo ar spesad nemetañ eus genad Ipsa e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h an hini eo hag e touesk ar re vrasañ.
Loen bev o klask boued penn gant e sifon hag ur vrec'hell el laez tu kleizDiskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1825 dindan an anv genad Cypraea[2].
Roet eo bet an anv childreni en enor da John George Children dastumadeger ha skiantour war ar c'hregin eus Bro Saoz ganet e 1777 ha marvet e 1852.
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Ipsa childreni o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin bihan ha brav eo an Ipsa childreni. Kavet e vezont etre 5 ha 50 m donder dindan hag e barzh korailh, e mougevioù hag e spouennoù mor.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 ha 24 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 12 mm gour, pe ramz, betek 32 mm.
Cypraeovula capensis, ur spesad gant tresadennoù kein damheñvel. Pustularia spp. ha Staphylaea spp. o deus dent ken moan.
Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. Ne seblant ket bezañ kavet war aodoù reter Afrika nag en Aostralia.
Ipsa childreni a zo ar spesad nemetañ eus genad Ipsa e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS. Ur spesad kregin ral a-walc'h an hini eo hag e touesk ar re vrasañ.
Loen bev o klask boued penn gant e sifon hag ur vrec'hell el laez tu kleiz