Ar ratel (Mellivora capensis) zo ur bronneg eus kerentiad ar mustelideged a vev en Afrika hag e mervent Azia. Ar spesad nemetañ eo er genad Mellivora hag en iskerentiad Mellivorinae.
Ar ratel zo ur c'higdebrer bihan 75 cm e gorf, gant ul lost 35 cm. Pouezañ a ra ar pared war-dro 11 kg ha skañvoc'h eo ar parezed. Du eo e vlevenn war e gof, e bavioù, e lost ha lodenn draoñ e benn. Gwenn-gris eo war e gein. E skilfoù a c'hell bezañ 4 cm. Ar ratel a c'hell bevañ 26 bloaz en ur gwarezva ha moarvat nebeutoc'h en natur.
Er rannvroioù damsec'h e kaver ar ratel dreist-holl. Ne vev nag en dezerzhioù nag er c'hoadegoù trovanel. Ar pared o deus un dachennad 545 km². Hini ar parezed zo bihanoc'h (war-dro 100 km²) met gallout a ra tizhout 140 km² pa vezont o tesevel o c'helin.
Un hollzebrer eo ar ratel. Debriñ a ra stlejviled (naered binimus en o zouez), laou-koad, buzhug ha kruged a dap dindan an douar gant e skilfoù hir. Gallout a ra chaseal preizhoù brasoc'h evel hoc'hed-dreinek, gedon pe zoken gnoued pe antiloped. Difenn a raio e breizh gant kalon, zoken ouzh ar c'higdebrerien bras evel al leoned pe ar panterenned.
Gwarezet eo en Israel hag en India met en arvar emañ e broioù 'zo evel e Nijer.
Ar ratel (Mellivora capensis) zo ur bronneg eus kerentiad ar mustelideged a vev en Afrika hag e mervent Azia. Ar spesad nemetañ eo er genad Mellivora hag en iskerentiad Mellivorinae.