Ar wallabi-gad roudennek (Lagostrophus fasciatus) a zo ur bronneg godellek hag a vev e Dorre Island ha Bernier Island, inizi 50 km diouzh aodoù kornôg Aostralia. Bevañ a rae ivez e douar-bras Aostralia gwechall met an hinienn diwezhañ a oa bet gwelet eno e 1906. Ar spesad nemetañ eo er genad Lagostrophus.