dcsimg

Blasicrura interrupta ( бретонски )

добавил wikipedia BR

Blasicrura interrupta a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Blasicrura e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev e reter Meurvor Indez hag e kornôg ar Meurvor Habask eus Sri Lanka d'ar Filipinez war ar resif kaled, e frailhoù reier, en dour fankek etre nebeut metroù betek 35 m donder an hini eo.

Taksonomiezh

Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1824 dindan an anv genad Cypraea.[2][3].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Blasicrura interrupta bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea interrupta Gray, 1824 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.

Bevoniezh

Kregin brav ha boutin a vev war ar resif kaled, e frailhoù reier, en dour fankek etre nebeut metroù betek 35 m donder an hini eo.

Ment

Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 19 mm ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 14 mm pe ramz, betek 29 mm.[4]

Gwelout ivez

Blasicrura pallidula, Talostolida teres daou spesad gant livioù damheñvel.

Kartenn al lec'hioù bevañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo e reter Meurvor Indez hag e kornôg ar Meurvor Habask eus Sri Lanka d'ar Filipinez.

Skeudennoù

Notennoù ha daveennoù

  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=204687(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530919(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
  4. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
лиценца
cc-by-sa-3.0
авторски права
Wikipedia authors and editors
изворно
посети извор
соработничко мреж. место
wikipedia BR

Blasicrura interrupta: Brief Summary ( бретонски )

добавил wikipedia BR

Blasicrura interrupta a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Blasicrura e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS. Ur spesad kregin boutin a vev e reter Meurvor Indez hag e kornôg ar Meurvor Habask eus Sri Lanka d'ar Filipinez war ar resif kaled, e frailhoù reier, en dour fankek etre nebeut metroù betek 35 m donder an hini eo.

лиценца
cc-by-sa-3.0
авторски права
Wikipedia authors and editors
изворно
посети извор
соработничко мреж. место
wikipedia BR