dcsimg

Monetaria annulus ( бретонски )

добавил wikipedia BR

Monetaria annulus a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Monetaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin-tre ma n'eo ket ar brudetañ e-touesk ar Cypraeidae an hini eo.

Taksonomiezh

Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea.[2]

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Monetaria annulus o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea annulus Linnaeus, 1758 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Erosaria annulus (Linnaeus, 1758) anv aet da get.
  • Cypraea annularis Perry, 1811 anv aet da get.
  • Ornemetaria annulus (Linnaeus, 1758) anv aet da get.

Bevoniezh

Kregin brav eo an Monetaria annulus. Kavet e vezont tost-tre eus an aod a-wechoù deus an deiz war a bep seurt skoroù, traezh, reier, korailh etre live an izel mor ha nebeut metroù donder.

 src=
Loen bev Monetaria annulus Gwalenn aour E benn a zo en tu gleiz gant ar brechioù, an daoulagad hag ar sifon.

Ment

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 17 ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm gour, pe ramz, betek 40 mm.

Gwelout ivez

Monetaria moneta ha Monetaria obvelata daou spesad tost a-walc'h.

Kartenn al lec'hioù bevañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. Er mor Ruz e vez kavet anezhañ ivez. E Polinesia ne vez ket kavet ken hag ez eus en e blas ar spesad tost Monetaria obvelata

Implijoù

Abalamour d'o bravantez, kement hag ar c'hementadoù bras anezho a c'helle bezañ kavet aes a-walc'h gant pobloù aodoù Afrika ar reter eo bet dastumet hag implijet kalz ar c'hregin-se evit talvezout a arc'hant evel pezhioù moneiz pe evit sevel troioù-gouzout ha bravigoù all hag ivez evit kinklañ objedoù hengounel evel maskloù hag all e kalz broioù Afrika,lod anezho pell-tre eus lec'h bevañ ar c'hregin-se.

Notennoù

  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 05 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=205350(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
лиценца
cc-by-sa-3.0
авторски права
Wikipedia authors and editors
изворно
посети извор
соработничко мреж. место
wikipedia BR

Monetaria annulus: Brief Summary ( бретонски )

добавил wikipedia BR

Monetaria annulus a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Monetaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS. Ur spesad kregin boutin-tre ma n'eo ket ar brudetañ e-touesk ar Cypraeidae an hini eo.

лиценца
cc-by-sa-3.0
авторски права
Wikipedia authors and editors
изворно
посети извор
соработничко мреж. место
wikipedia BR