Monetaria annulus a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Monetaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin-tre ma n'eo ket ar brudetañ e-touesk ar Cypraeidae an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Monetaria annulus o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin brav eo an Monetaria annulus. Kavet e vezont tost-tre eus an aod a-wechoù deus an deiz war a bep seurt skoroù, traezh, reier, korailh etre live an izel mor ha nebeut metroù donder.
Loen bev Monetaria annulus Gwalenn aour E benn a zo en tu gleiz gant ar brechioù, an daoulagad hag ar sifon.Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 17 ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm gour, pe ramz, betek 40 mm.
Monetaria moneta ha Monetaria obvelata daou spesad tost a-walc'h.
Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. Er mor Ruz e vez kavet anezhañ ivez. E Polinesia ne vez ket kavet ken hag ez eus en e blas ar spesad tost Monetaria obvelata
Abalamour d'o bravantez, kement hag ar c'hementadoù bras anezho a c'helle bezañ kavet aes a-walc'h gant pobloù aodoù Afrika ar reter eo bet dastumet hag implijet kalz ar c'hregin-se evit talvezout a arc'hant evel pezhioù moneiz pe evit sevel troioù-gouzout ha bravigoù all hag ivez evit kinklañ objedoù hengounel evel maskloù hag all e kalz broioù Afrika,lod anezho pell-tre eus lec'h bevañ ar c'hregin-se.
Un dornad hoc'higed-mor gwalenn aour ha pezhioù santimoù euroioù da genveriañ
Delwennig hengounel Yoruba eus Nigeria goloet gant kregin hoc'higed-mor gwalenn aour
Tro-vrec'h gant kregin gwriet eus pobl Samo eus Burkina Faso e Mirdi Tropenmuseum, Amsterdam, Broioù izel
Un dornad hoc'higed-mor gwalenn aour
Radiografiezh kregin Monetaria annulus.
Diaz Monetaria annulus
Kein Monetaria annulus gant e walenn aour
Beg Monetaria annulus
Diabarzh Monetaria annulus kostz ar beg ur wech troc'het
Diabarzh Monetaria annulus o tiskouezh an ahel enrollañ
Monetaria annulus didroc'het e gein
Monetaria annulus a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Monetaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS. Ur spesad kregin boutin-tre ma n'eo ket ar brudetañ e-touesk ar Cypraeidae an hini eo.