Ar benede (pe pabu-(n)aer), eus e anv skiantel Atropa belladonna, a zo ur blantenn c'heotennek vevek eus kerentiad ar Solanaceaeed. Eus genad an Atropa, da c'houzout dimp, n’eus ken ‘met ar benede a zo bet kavet betek-henn. E-barzh en Europa nemetken e vez kavet.
Ar bleuñvUr blantenn vras an hini eo hag a zo 1,50 metr dezhi, bodennet anezhi, hirgelc'hiek ha lemm he delioù, lostigoù delienn dezhi, stumm kloc'higoù war he bleunioù, rousdu. Ar frouezh zo bouloù du lufr a-vent gant hor pabu. Pistrius eo ar blantenn evit an dud, frouezh hag all toud. Bez' ez eus 'barzh a bep seurt alkaloidoù, da skouer an hioskiamin hag ar pezh a vez anvet louzoù benede (pe atropin).