dcsimg

Alarc'h du ( Breton )

provided by wikipedia BR
lang="br" dir="ltr">
Cygnus atratus

An Alarc'h du (liester: Elerc'h du) a zo un evn palvezek, Cygnus atratus an anv skiantel anezhañ.

Doareoù pennañ

Boued

Annez

Bevañ a ra al labous en Aostralia hag e Tasmania. Adalek 1864 e voe lakaet da annezañ e Zeland-Nevez ivez.

Boas eo da zaremprediñ al lennoù bras bas an dour enne.

Istor ha lennegezh

N'eo nemet e 1697 eo bet anavezet e oa eus an alarc'h du e Bro-Aostralia.

Ha koulskoude brudet e oa an alarc'h du abaoe pell a oa. Brudet e oa e-giz arouez un dra dibosupl, ur seurt dislavar-rik. An anavezetañ testeni a zo ur werzenn gant ar barzh latin Juvenal (s.o. Rara avis) a c'hoari gant ur gougomz (litotenn) : pa skriv "un evn ral" diwar-benn an alarc'h du, ret eo komprenn "un evn na vo kavet neblec'h". An droienn c'hallek "l'oiseau rare" he deus dalc'het ar ster-se. E Flemmganoù Juvenal eo heñvel-tre an alarc'h du ouzh ar vran wenn meneget un tammig pelloc'h (VII, 202).

Cheñchet eo bet micher gant ar paourkaezh loen adal an XVIIIvet kantved, pa oa deuet sklaer ez eus eus an elerc'h du. Implijet eo bet gant al lojisianed hag ar filozofed evit diskouez penaos un alarc'h du nemetañ a zo trawalc'h evit nullañ ul lakadenn evel "gwenn e vez an holl elerc'h", omp techet da asantiñ dezhi ken boas ma'z omp ouzh ar re wenn-se. Kroget e oa gant David Hume gervel an elerc'h diwar-benn ar c'histionoù-se : heuliet eo bet gant Sir Bertrand Russell ha da c'houde gant Karl Popper (e The Logic of Scientific Discovery).

En XXIvet kantved eo bet cheñchet lenn d'an alarc'h du gant ur skolveuriad parisian, Nassim Nicholas Taleb, savet gantañ un "deorienn an alarc'h du" : da wir, n'emaomp ket ken war dachenn strikt al lojik met war hini ar probabterioù hag an doareoù-ober, a-fed arc'hanta da skouer. Anvet e vo neuze "alarc'h du" un darvoud dirakwelus ha dibrobapl-kaer a zeufe a-dreuz da brogrammoù jedet brav.

A-hend-all, abaoe an XVIIIvet kantved, an alarc'h du a zo deuet da vezañ tem un toullad mat a oberennoù el lennegezh (e Die Betrogene gant Thomas Mann, da skouer), e muzik (un dudenn e Lenn an elerc'h gant Tchaikovski), e filmoù… Liammet eo an tem a-wechoù gant ar fed n'eo ket rouez gwelet pared eus ar spesad o c'hoari daou etrezo.

Rummatadur

Liammoù diavaez

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Skrivagnerien ha kempennerien Wikipedia |
original
visit source
partner site
wikipedia BR

Alarc'h du: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR
lang="br" dir="ltr"> Cygnus atratus

An Alarc'h du (liester: Elerc'h du) a zo un evn palvezek, Cygnus atratus an anv skiantel anezhañ.

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Skrivagnerien ha kempennerien Wikipedia |
original
visit source
partner site
wikipedia BR