Ar verved[1] a zo ur spesad primated eus kerentiad ar Cercopithecidae, Chlorocebus pygerythrus an anv skiantel anezhañ.
Hollzebrer eo ar verved petra bennak ma kav gwelloc'h ar frouezh koulskoude.
Al loen a vev ar pemp isspesad anezhañ[2] :
en Afrika ar Su hag ar Reter, en un takad hag a ya eus Etiopia ha Somalia da Suafrika, hep ankouaat Kenya ha Tanzania ennañ.
Gwell eo gantañ dibab e annez e koadegi digor ha savanennoù.
Degaset eo bet e stadoù 'zo eus Stadoù-Unanet Amerika (Alabama, Arizona, Florida, Kalifornia, Louisiana ha Texas) kement hag en enez Ascension, er Bahamas, e Barbados, Bermuda, Jamaika, Kab Glas, Kuba, Nevis, Republik Dominikan, Republik Haiti ha Sant Kitts.
Ar verved a zo ur spesad primated eus kerentiad ar Cercopithecidae, Chlorocebus pygerythrus an anv skiantel anezhañ.