Ur pennad ognon a zo ivez.
An ognon a zo plant geotennek daouvloaziek, Allium cepa o anv skiantel. Ognon a vez graet eus bulb ar plant-se ha bulb plant all ivez, tulipez da skouer.
0,60-1 m
Anavezet eo an ognon abaoe an Henamzer. Plant eus Kreiz Azia int marteze. Implijet e vezent gant an Egiptiz, ar C'hresianed, ar C'halianed hag ar Romaned dija.
Debret e vez ar bulb kriz pe poazh pe koñfizet er gwinegr. Legumaj ha spis int. Debret e vez an delioù yaouank ivez.
An ognon a vez lakaet ivez en aloo gobi, er chatni, er c'hig-yar tandoori, er c'houskous, er gaoteriad, e keusteurenn leue, er ratatouille, er soubenn, er stamppot.
Maouez o viñsañ ognon, Gerrit Dou, 1646
Natura morta con cipolle, lonza e lettere, Carlo Magini, XVIIIvet kantved
Nature morte aux oignons, Paul Cézanne, 1896-1898
Natura morta con cipolle, Antonio Sicurezza, 1976
Ur pennad ognon a zo ivez.
An ognon a zo plant geotennek daouvloaziek, Allium cepa o anv skiantel. Ognon a vez graet eus bulb ar plant-se ha bulb plant all ivez, tulipez da skouer.