dcsimg

Louarn Darwin ( Bretonca )

wikipedia BR tarafından sağlandı

Louarn Darwin (Pseudalopex fulvipes) a zo ur bronneg kigdebrer bihan eus ar genad Pseudalopex.

Dizoloet e voe en Enez Chiloé war aodoù Chili gant Charles Darwin e 1834. Da gentañ e kredjod ne oa anezho nemet en enezenn-se met ur boblañs vihan a voe dizoloet e 1990[1] e Park Broadel Nahuelbuta ha studioù genel o deus diskouezet eo al louarn-se ur spesad distag[2].


Rummatadur

Pseudalopex zo ur genad er c'herentiad Canidae. Liammet a-bell eo ouzh ar bleizi ha distag diouzh al lern zo izili eus ar genad Vulpes. Pa dapas Darwin unan e 1834 e verzas e oa disheñvel diouzh ar spesadoù kavet war ar c'hevandir (P. culpaeus ha P. griseus)[3] ha ne c'helle ket gouennañ gant spesadoù all ar genad Pseudalopex.

E-pad ar pleistosen e oa staget enez Chiloe ouzh an douar-bras gant ur pont douar. Beuzet e voe hemañ 15.000 bloaz 'zo e fin ar maread-skorn diwezhañ[4]. Div boblañs distag a lern Darwin a voe krouet gant an darvoud-se.

Deskrivadur

Ur vlevenn gell-du pe du gant brizhelloù ruzart war e zremm en deus louarn Darwin. Bihanoc'h eo eget spesadoù ar c'hevandir ha berroc'h eo e bavioù. Etre 2 ha 4 kg eo e bouez.

Annez

Er c'hoadegoù klouar hepken e kaver louarn Darwin[5].. Un aneval oberiant da serr-noz eo dreist-holl.

Liammoù diavaez

Louarn Darwin


Wikispecies-logo.svg
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù

  1. Medel, R.G. et al. 1990. Discovery of a continental population of the rare Darwin Fox, Dusicyon fulvipes (Martin, 1839) in Chile. Biological Conservation 51:71-77
  2. Yahnke, C.J. et al. 1996. Darwin's Fox: A Distinct Endangered Species in a Vanishing Habitat. Conservation Biology 10:366-375
  3. Darwin, C. 1839. Journal of researches into the geology and natural history of the various countries visited by H.M.S. Beagle, under the command of Captain Fitzroy, R.N. from 1832–1836. London: Henry Colburn.
  4. Villagrán, C. 1988. Late Quaternary vegetation of Southern Isla Grande de Chiloë, Chile. Quaternary Research 29: 294–306
  5. Jiménez, J.E., Lucherini, M. & Novaro, A.J. 2004. Pseudalopex fulvipes. In: IUCN 2004. 2004 IUCN Red List of Threatened Species.
lisans
cc-by-sa-3.0
telif hakkı
Wikipedia authors and editors
orijinal
kaynağı ziyaret et
ortak site
wikipedia BR

Louarn Darwin: Brief Summary ( Bretonca )

wikipedia BR tarafından sağlandı

Louarn Darwin (Pseudalopex fulvipes) a zo ur bronneg kigdebrer bihan eus ar genad Pseudalopex.

Dizoloet e voe en Enez Chiloé war aodoù Chili gant Charles Darwin e 1834. Da gentañ e kredjod ne oa anezho nemet en enezenn-se met ur boblañs vihan a voe dizoloet e 1990 e Park Broadel Nahuelbuta ha studioù genel o deus diskouezet eo al louarn-se ur spesad distag.


lisans
cc-by-sa-3.0
telif hakkı
Wikipedia authors and editors
orijinal
kaynağı ziyaret et
ortak site
wikipedia BR