Ar chimpanze a zo ur marmouz rummataet e-touez an Hominidae. Lakaet e vez ivez e-touez ar marmouzed meur met an droienn-mañ n’eo ket un doare skiantel da welet an traoù pa ne zegouezh ket gant ar rummatadur klasel.
Daou spesad chimpanze a zo:
E-touez ar marmouzien meur eo ar chimpanzeed ar re dostañ eus an den: an disparti a vefe c'hoarvezet tro 4,5 milion a vloavezhioù zo.
Evel ar gorilhed hag an orangoutaned o deus ar chimpanzeed 48 kromozom. Disheñvel eo o c'hariotip eta diouzh hini an dud (46 kromozom).
Emañ ar bonoboed o chom er su d'ar stêr Kongo. Ledanoc'h eo lec'h-bevañ ar chimpanzeed boutin, eus Senegal betek Tanzania.
Tiriad ar chimpanzeedAr chimpanze a zo ur marmouz rummataet e-touez an Hominidae. Lakaet e vez ivez e-touez ar marmouzed meur met an droienn-mañ n’eo ket un doare skiantel da welet an traoù pa ne zegouezh ket gant ar rummatadur klasel.