An aksolotl (Ambystoma mexicanum) a zo un divelfenneg lostek hag a vev e kreiz Mec'hiko. Rummataet eo er genad Ambystoma ha tost eo ouzh ar sourd-tigr.
An aksolotl a chom e stad larvenn a-hed e vuhez ha gouennañ er stad-se. Ar spesad a zeu eus al lenn dindan Mec'hiko. Alies e vezont miret en akwariomoù.