dcsimg

Tetanurae ( Breton )

provided by wikipedia BR

An Tetanurae, pe "lostoù reut", zo ur gladenn dinosaored ennañ ar pep brasañ eus an Theropoda, evel an holl spesadoù evned. An Tetanurae a anadas da gentañ da vare deroù pe kreiz ar Juraseg.

Termenadur

Badezet e oa an Tetanurae gant Jacques Gauthier hervez reolennoù ar gladoniezh e 1986, anezhe ur strollad Theropoda bras. Pennad-skrid Gauthier a oa ar c'hentañ implij sirius eus skiant ar gladoniezh e paleontologiezh ar mellkeineged.

Tetanurae zo termenet evel hollad an Theropoda zo tostoc'h kar d'an evned a-vremañ evit d'ar Ceratosaurus (da skouer Padian et al., 1999). Gauthier a skrive e kaved er strollad-se : Carnosauria ha Coelurosauria, daoust ma veze sellet ouzh ar C'harnosauria evel izili eus ar C'hoelurosauria pe Tetanurae diazez gant klaskerien all da c'houde (sellet avat ouzh Rauhut, 2003). Paul Sereno (1999) a anvas Neotetanurae an hendad boutin da Garnosauria (e Allosauroidea) ha Coelurosauria, ar pezh a leze a-gostez Tetanurae all evel ar Megalosauroidea. Padian et al. (1999) a roas un termenadur heñvel evit Avetheropoda Gregory Paul (1988), met embannet e oa un tamm diwezhatoc'h.

Rummatadur

Tetanurae brudet

Kalz Dinosaored zo Tetanurae, en o zouez Allosaurus, Oviraptor, Spinosaurus, Tyrannosaurus, Velociraptor, Archaeopteryx hag holl ar spesadoù evned a vremañ. The first Mesozoic dinosaur to be named was Megalosaurus bucklandii, a basal tetanuran.

Levrlennadur

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR

Tetanurae: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR
" Monolophosaurus

An Tetanurae, pe "lostoù reut", zo ur gladenn dinosaored ennañ ar pep brasañ eus an Theropoda, evel an holl spesadoù evned. An Tetanurae a anadas da gentañ da vare deroù pe kreiz ar Juraseg.

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR