dcsimg
Image of opisthokonts

Eukaryotes

Eukaryota

Eukariot ( Breton )

provided by wikipedia BR

An eukarioted (eus ar gregaj eu, gwir ha karuon, kraoñenn, maen frouezh[1]) zo anezho ur strollad bevien unkellig pe lieskellig a dermener diouzh framm o c'helligoù. Unan eus tri damani ar vuhez eo an eukarioted (gant an archaebacteria hag an eubacteria).

An eukarioted o deus, er c'hontrol d'ar prokarioted (archaebacteria hag eubacteria) :

A-raok e veze rannet an eukarioted e 4 riezad : Animalia, Fungi, Plantae ha Protista (unkelligek anezho). Ma oa sklaer termenadur an teir riezad kentañ, ne oa ket ar memes tra evit riezad ar protisted a yae d'he ober « kement ha na oa ket » loened, plant pe foue.

E-kerzh ar bloavezhioù diwezhañ, an araokadennoù e « reizhadoniezh » o deus roet an tu, daoust ma n'eo ket anavet an holl, da vrastresañ ur wezenn filogenetek eus an eukarioted. Unan eus an dezastum diwezhañ e galleg eo an hini kinniget gant Guillaume Lecointre ha Herve ar Gwiader e Rummatadur filogenetek ar bevien embannet gant Belin.

Notennoù

  1. Termenerezh evit ar vezegiezh
license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR

Eukariot: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR

An eukarioted (eus ar gregaj eu, gwir ha karuon, kraoñenn, maen frouezh) zo anezho ur strollad bevien unkellig pe lieskellig a dermener diouzh framm o c'helligoù. Unan eus tri damani ar vuhez eo an eukarioted (gant an archaebacteria hag an eubacteria).

An eukarioted o deus, er c'hontrol d'ar prokarioted (archaebacteria hag eubacteria) :

organitoù hag a rann diabarzh ar gellig e takadoù, dezho kefridioù resis, evel nukleus bevennet (ennañ an TDN), ar mitokondriennoù, pe ar reticulum endoplasmek, Ardivink Golgi, ar lisosomoù, ar peroksisomoù, ar c'hloroplastoù hag ar vacuolennoù evit a sell ar plant ; Un TDN fetisaet e stumm kromozomoù e-pad ar rannadur kelligel ; ur seksualegezh wirion, ma vez degaset ul lodenn gevatal eus an dafar genetek gant hiniennoù an div jener.