Bistolida erythraeensis a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev er mor ruz, Aden hag e Zanzibar e reter Afrika, e tachennoù priek dindan reier, dindan nebeut metroù donder an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby, e 1837 dindan an anv genad Cypraea.[2][3] . Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida erythraeensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin brav ha divoutin eo an Bistolida erythraeensis. Kavet e vezont e tachennoù priek dindan reier, dindan nebeut metroù donder an hini eo.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 mm ha 22 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 10 mm pe ramz, betek 29 mm.
Bistolida stolida, Bistolida owenii daou spesad all ar genad.
Lec'h bevañ ar spesad a zo etre ar Mor Ruz, Aden ha Zanzibar e reter Afrika e Meurvor Indez.
Bistolida erythraeensis a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS. Ur spesad kregin divoutin a vev er mor ruz, Aden hag e Zanzibar e reter Afrika, e tachennoù priek dindan reier, dindan nebeut metroù donder an hini eo.